Betek deroù an 20vet kanvet e veze ar brezhoneg yezh pemdeziek paluderien hag a veze o chom tro-dro Bourc'h-Baz e Liger Atlantel (Liger Izelañ, d'ar mare-se). Aet e oa bet an isrannyezh-se da get eta e-pad ar c'hantved diwezhañ ha marvet ar vrezhonegerien diwezhañ er bloavezhioù 1960.

Un dizkouezageg a feson a oa kinniget ar bloaz-mañ e Mirdi ar Paludoù Holen Bourc'h baz, hag a oa gouestlet d'ar yezh evel ma veze implijet er c'horn-bro, d'an dud a rae gant ar yezh-se ha d'an dastumerien o deus daspunet frazennoù, gerioù, tresoù pennañ ar yezhadur hag an distagadur.

Setu, da gentañ, ur brezegenn gant Gildas Buron, rener mirdi Bourc'h-Baz, da geñver ur weladenn a oa bet kenaozet gant Kentelioù an Noz, d'an 17 a viz C'hwevrer 2007 (padelezh : 1e) :

 


N'eus nemet ur brezhoneger eus ar vro hag a zo bet enrollet, gant Per Manac'h ha Per Loquet. Jean-Marie Cavalin a oa e anv.

Setu ul lodenn tennet eus an enrolladur-se, graet e 1958 :


E-touez an dastumerien, Leon Bureau (1836 - 1900) eo moarvat an hini a zo bet daspunet gentañ ar muiañ a zafar, daoust da vezañ bet kollet al lodenn vrasañ eus e labour war hor yezh goude e varv.

Setu troidigezh parabol "ar c'houadur prodig" bet lakaet e brezhoneg Bourc'h-Baz gantañ hag embannet er "Revue Celtique" gant Henri Gaidoz e miz Even 1877 :

(klikit war ar skeudennig evit gwelet an destenn gant ur vent vras)


Hag, evit echuiñ, setu un dornad lec'hiennoù dedennus evit mont pelloc'h ganti :


Echti vol peh me a gell skriveñ diàr-benn brehoneg Bourc'h-Baz.